|
1.-Dac'hl soñj, o Breizh Izel,
Euz an amzer
'Raog ma oas gwerzet ha trehet.
Pa helle da vibien
Kerzet seder, sonn o fenn
Dinec'h o spered.
'Raog ma oas bet taolet,
Hep difenn ha paour,
Dindan seuliou pounner an estren,
Ha staget da viken,
Ouzh e garroñs aour!
Ouzh da dreid ken tener ur jadenn!
2.-Dac'hl soñj, o Breizh Izel,
Euz ar re gozh,
O deus luskellet da gavell!
E pep traonienn
Ha war gribell peb roz,
E klevi o mouezh en avel!
An aveliou c'hwez
War da blenennou,
A zoug eneou ar Vretoned!
Hag a lavar dit bemdez
En o hlemmou!
Dac'hl soñj euz an amzer tremenet!
3.-Dac'hl soñj, o Breizh Izel,
Euz ar Morvan,
Euz Nominoe,mestr dispar,
Euz da Rouaned
Euz ar Prinz Alan,
Euz ar zent 'neus graet da zouar!
Euz an duked vad
A houarnas da vro,
Hag euz ano an dud a vrezel,
Euz merdeidi ha ,
Korserien Sant Malo,
A zougas dre ar bed da vaniel!
|
1.-Souviens -toi, O Bretagne!,
De ce temps
Avant que tu ne fus vendue et trahie!
Quand tes enfants pouvaient
Marcher serein, la tête haute
Sans aucune crainte( dans leur esprit).
Avant que tu ne fus jetée,
Sans défense et pauvre,
Sous les lourds talons de l'étranger!
Et ligotée à jamais,
A son carosse d'or!
A tes pieds si tendres une chaine!
2.-Souviens-toi, O Bretagne,
De tes ancêtres,
Qui ont veillé sur ton berceau!
Dans chaque vallon
Et au sommet de chaque colline,
Tu entendras leur voix dans le vent!
Les vents qui soufflent
Sur tes plaines,
Portent les âmes des Bretons,
Et te disent chaque jour,
Par leurs plaintes:
Souviens-toi du temps passé
3.-Souviens-toi, O Bretagne,
De Morvan,
De Nominoë, maître sans pareil,
De tes rois,
Du prince Alain,
De tes Saints qui ont bâti ta terre!!
Des bons ducs,
Qui gourvernèrent ta patrie,
Et des guerriers;
Des navigateurs et
Des corsaires de Saint-Malo,
Qui portèrent de par le monde ton drapeau!
|