|
Diskan:
O noz hep par, pa m'en doe ganet
E bethleem, douster ar bed!
1.-War Vethleem, ar ger vihan
An noz 'zo diskennet,
Jezuz, Mab Doue, hor Zalver,
War an douar 'zo deut!
2.-En ur c'hraou yen er-maez eus ker,
Jezuz a zo ganet,
An noz 'oa yen e-kreiz ar goañv,
Med karget a stered!
3.-Ar vugale a dro war dro,
O tiwall o loened,
Ha didrouz kaer e oa ar vro,
An dud holl 'oa kousket!
4.-Gwelet a reer e lein an neñv,
An aelez o tiskenn,
Splannaat a reont hag int da gan
E-kreiz ar splannder gwenn!
5-Gloar da Zoue er meneziou,
A gane an aelez,
Digorit holl ho c'halonou
Da Zalver benniget!
|
Refrain:
O nuit sans pareille quand naquit
A Bethleem, la douceur du monde!
1.-Sur Bethleem, la petite ville,
La nuit est tombée:
Jesus, fils de Dieu, notre Sauveur,
Est venu sur terre!
2.-Dans une froide étable, en-dehors de la ville,
Jesus est né;
Au milieu de l'hiver,la nuit était froide,
Mais remplie d'étoiles!
3.-Les enfants des alentours,
Gardaient leurs troupeaux
(Et) Très calme était le pays,
Tout les gens dormaient!
4.-On voit du haut du ciel,
Descendre les anges!
Ils resplendissent et chantent
Au milieu de la blanche clarté:
5-"Gloire à Dieu, sur les hauteurs,"
Chantaient les anges,
Ouvrez tous vos coeurs
Au sauveur béni!
|