[

Abadennoù Skol an Emsav / Les ateliers de Skol an Emsav
 
 Tavarn vrezhonek
 

D'ar Gwener 26 a viz Genver e vo dalc'het abadenn Tavarn Vrezhonek miz Genver adalek 7e noz.
Lakaet e vo ar gaoz war ar pezh zo raktreset e 2018 gant ar Redadeg e Roazhon.

Deuit da bakañ banneoù ha da gomz brezhoneg ganeomp !

Vendredi 26 janvier se déroulera le premier Tavarn Vrezhonek de 2018.

Ce rendez-vous sera l'occasion de découvrir les projets de la Redadeg 2018 à Rennes.

Le rendez-vous se fera à partir de 19 heures à Skol an Emsav.
Venez nous voir pour discuter en breton autour d'un verre !

 
 

Klub Filmoù
 

Dilun (29/01) e vo abadenn gentañ Klub Filmoù ar bloavezh 2018 da 7e noz (da 6e45 noz dirak sinema an TNB).

Sellet e vo ouzh « In the fade » gant Fatih Akın.

Goude an abadenn ez aimp d'un davarn da bakañ ur banne evit lakaat ar gaoz war ar film a zo bet gwelet.

Lundi prochain (29/01) aura lieu le premier rendez-vous du Klub Filmoù de 2018 à 19h00  (à 18h45 devant le cinéma TNB ).
Nous irons voir  "In the fade" de Fatih Akın.
Après la séance nous nous retrouverons autour d'un verre pour discuter du film.

 
 
Ur wech e oa e Breizh / Il était une fois en Bretagne
 

D'ar Yaou 01 a viz C'hwevrer e vo pempvet abadenn « ur wech e oa e Breizh » e skol an Emsav da 7e noz evit an abadenn e galleg ha da 8e noz evit an abadenn e brezhoneg. 

Evit an emgav-mañ ho po tro da zizoloiñ  "Ar brezhoneg er Grennamzer ".

Jeudi 01 février se déroulera le cinquième atelier "il était une fois en Bretagne" à Skol an Emsav à 19h00 pour la séance en français et 20h00 pour celle en breton. 

 

Cette séance sera l'occasion de découvrir la place du breton au Moyen Âge.

 
 
 
 
Deskiñ brezhoneg gant Skol an Emsav
 
 
Staj e Sant Maloù / Stage à Saint-Malo
 

Skol an Emsav a ginnig deoc'h ur staj e brezhoneg d'ar Sadorn 03 ha d'ar Sul 04 a viz Meurzh e Sant-Maloù.

Evit liveoù deraouad ha barrek e vo kentelioù hag abadennoù evit an holl.

Distagadur, adweladennoù, pleustriñ war ar yezh, esteurel dre gomz a vo evidoc'h.

Ne chomit ket etre daou sonj evit lakaat hoc'h anv !

95€ priz leun / 80€ priz digresket / 70€ evit stajidi e stummadurioù hir

Skol an Emsav vous propose un stage de breton le samedi 03 et dimanche 04 mars à Saint-Malo.

Pour différents niveaux, de débutant à confirmé, différents cours et ateliers seront au programme.

Base de la prononciation, révision approfondie, mise en pratique de la langue, travail de l'expression orale...

95€ plein tarif / 80€ tarif réduit / 70€ pour les stagiaires de formation intensive

N'hésitez pas à vous inscrire !

Follenn Enskrivañ / Feuille d'inscription

 
 
Deiziataer / Agenda Skol an Emsav
 

Miz Genver 2018 :

D'al Lun 08 :

-Lenn a-stroll

-Pase Kenañ

D'ar Gwener 12 :

-Kanañ ha dañsal da 8e noz

D'ar Yaou 18 :

-Ur wech e oa e Breizh da 7e noz e galleg ha da 8e noz e brezhoneg

D'ar Gwener 26 a viz Genver : 

- Tavarn Vrezhonek - Ar Redadeg 2018 e Roazhon da 7e noz

D'al Lun 29 a viz Genver : 

- Klub Filmoù da 7e noz

Miz C'hwevrer 2018 :

D'ar Yaou 01 a viz C'hwevrer : 

-Ur wech e oa e Breizh da 7e noz e galleg ha da 8e noz e brezhoneg

   

Janvier 2018 : 

Lundi 08:

-Lenn a-stroll
-Pase Kenañ
 

Vendredi 12 : 

-Kanañ ha dañsal à 20h00

Jeudi 18 :

-Il était une fois en Bretagne à 19h00 en français et à 20h00 en breton

Vendredi 26 :

- Tavarn vrezhonek - La Redadeg 2018 à Rennes à 19h00

Lundi 29 : 

- Klub Filmoù à 19h00

Février 2018 :

Jeudi 1 février :

-Il était une fois en Bretagne à 19h00 en français et à 20h00 en breton

 
Berr-ha-berr
#brezhoneg niv.25

Niv.25 #brezhoneg zo bet lakaet er gouloù !
Sant-Brieg eo danvez ar pennad kreiz.
Roll ar pennadoù a c'hallit kavout e lec'hienn internet Skol an Emsav.


Le n°25 de #brezhoneg est là !
Saint-Brieuc est à l'honneur dans le dossier central.
Vous retrouverez le sommaire de ce numéro sur le site internet de Skol an Emsav.

Levrioù "Lenn a-stroll"

- C'HWEVRER 2018 : Straed ar sec'hedien - Yann Guillamot - Al Liamm (koñchennoù + ur bladenn)

- MEURZH 2018 : Divaskell da nijal kuit - YB Piriou - Skol Vreizh (barzhoniezh + ur bladenn)

- Koumanantit da #brezhoneg pe bremañ  !

-Abonnez-vous au magazine #brezhoneg ou Bremañ !

Skol an Emsav
25 straed Pierre Martin
35000 Roazhon
02 99 38 75 83
Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser.

Facebook
Twitter