bezan-en-e-vleud-dre-skridDemat deoc’h,

Labourat a rit e brezhoneg hag ezhomm ho peus da greñvaat ho tiazezoù ?

Brezhoneger(ez) a-vihanik oc’h met diasur gant ar yezh ?

Bez bloaz e vez klasket ijinañ stummadurioù nevez gant Stumdi diouzh an ezhommoù hag ar goulennoù.

Unan nevez a zo deuet er-maez hag a zo e bal gwellaat ar skrivañ hag ar c’homz brezhoneg !

Kinniget e vo ar staj-mañ div wech ar bloaz diouzh an niver a c’houlennoù :

  • D’an 18, 19 hag 20 a viz Ebrel 2018 e Sant-Brieg
  • D’an 29, 30 hag 31 a viz Here 2018 e Landerne

Tu a vo deoc’h kavout muioc’h a ditouroù amañ : « Bezañ en e vleud dre skrid 2018 ».

Titouroù hag enskrivadurioù : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. / 02.98.21.39.94

Trugarez deoc’h da dreuzkas d’ho rouedad !

Gant va gwellañ gourc’hemennoù,

 

Lara Le Jeune
E karg eus ar c'hehentiñ

En charge de la communication
STUMDI

Kreizenn / Centre Théo Le Borgne

1 straed/rue Dr Pouliquen

29800 LANDERNE / LANDERNEAU

02.98.21.39.94

www.stumdi.bzh