Ar stummadurioù 3 miz a-benn kreñvaat ha pindikaat ho prezhoneg a vo kinniget (en-dro) eus ar 5 a viz Gwengolo d’an 28 a viz Du 2018.
- « Ober gant ar brezhoneg ! »
- « Emren e brezhoneg »
E Landerne, Brest, Gwengamp, Sant-Brieg, Aradon, ha Plañvour (diouzh an niver a c’houlennoù)
Muioc’h a ditouroù ha teuliadoù enskrivañ amañ : Stummadurioù 3 miz
Hervez statud an danvez-stajiad e c’hell stignadoù disheñvel sikour da kemer e karg hor stummadurioù :
- • Sikourioù Rannvro evit an dud dilabour, ar gelennerien / implijidi war tachenn ar bugaligoù pe tud dilabour o deus c’hoant da vont war an tachennoù-mañ,
- • Ehan stummañ hiniennel (CIF) pe kont personel ar stummadur (CPF) evit an implijidi.
Termen evit lakaat e anv : 16/07/2018
Darempred : Cette adresse e-mail est protégée contre les robots spammeurs. Vous devez activer le JavaScript pour la visualiser. / 02.98.21.39.94